Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ar veaj e Bro Alamagn

annad — 2007-06-13 GTM 1 @ 11:15

ni en tren gentañAr c'hlasad trede a ra alamaneg en deus graet ur veaj e Ibbenbüren (e Alamagn). Un eskemm etre Diwan ha Roncalli Reaschule e Ibbenbüren a oa.

Aet omp kuit d'ar 5 a viz mae 2007 abred d'ar vintin. Tremenet hon eus an devezh en tren (en ur cheñch a-wezhoù). Kemeret hon eus an tren e Gwened evit mont betek Pariz. Goude hon eus kemeret an Thalys betek Kologn hag war-lec'h hon eus kemeret un tren bihan evit mont betek Ibbenbüren. Degemeret omp bet get ar familhoù ha d'an noz e oamp holl er familhoù.

D'ar sul o deus graet an holl a bep seurt traoù. Tud 'zo o deus graet pedalo, reoù all a zo aet da welet ur film,...

D'al lun omp bet degemeret get ar skolajidi. Int o deus graet un dañs. Ni ivez hon eus graet un dañs get 2 hag hon c'hlas o soniñ fleüt hag ar re all o tañsal. Goulennet hon eus d'an alamaned mard o doa c'hoant dañsal genomp hag tost an holl dud a oa aze o deus dañset genomp. Goude-se omp aet er c'hentelioù. Ha graet hon eus ur Rap.

Dar meur omp aet e Münsterorgaou. Da weladeniñ an Iliz hag ur mirdi evit dikouez deomp penaos e oa tu skriv Europa.